en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Chienne : ur festival benelour e Tregon

Chienne : ur festival benelour e Tregon

Bep eil bloaz e vez aozet ur festival benelour gant ur strollad feministezed eus Kerne Izel. An trede darvoud aozet gante eo, goude « Very bad Mother » ha « Kozh ». Ar wech-mañ eo anvet « Chienne » pe « Kiez » ar gouel, a vo dalc'het 'benn disadorn ha disul e Tregon. Kinnigoù arzel, politikel, lennegel liesseurt a vez dalc'hmat. Ar bloaz-mañ e vo troet ar festival war ar galloud en deus bugel-den war al loened. Hag ur plas brav a vo graet d'an dud vouzar ha dall, evel ma tispleg Lou Millour, unan eus aozerezed « Chienne ».


'Benn disadorn ha disul e vo ar festival « Chienne » e Tregon, e sal ar Sterenn. Priz dieub e vo ar mont e-barzh. Da greisteiz e tigoro ar festival disadorn.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio